Digoret e oa bet KELENN, kreizenn stummań ar skolioł DIWAN e 1997. E 1998 he doa kemeret ar greizenn an anv a Ensavadur Meur a Stummadur Pedagogel ha degemer a ra bep bloaz ur 150 stajiad bennak o tont d'en em stummań.
Kinnig a ra KELENN ur stummadur kentań d'an danvez-kelennerien ar skolioł, 15 anezho bep bloaz, a-raok ma vefe fiziet enno kiriegezh ur c'hlasad. Aozań a ra stajoł evit prientiń kenstrivadeg Kelennerien ar Skolioł ha tremen an diplom a ya da heul. Ober a ra war dro stummadur dibaouez kelennerien ar c'hentań hag an eil derez.
Liesseurt eo palioł pep stummadur :
- degas danvez-mistri ha kelennerien DIWAN d'al live yezh ret evit kelenn e brezhoneg ;
- reiń dezho an diazezoł pedagogel a rankont kaout evit lakaat e pleustr en o c'hlas un doare kelenn a zere ouzh ezhommoł ha spioł ar skolidi hag a glot gant un hentenn a zegouezh dezho o-unan ;
- stummań anezho d'ar c'helenn divyezhek en ur yezh vinoraelet ha d'ar soubidigezh yezhel evito da vezań oberourien raktres skol DIWAN ha da gemer perzh en e emdroadur ;
- prientiń anezho da verań an holl zarempredoł a ya d'ober buhez ur skol hag a levezon he mont war-raok.
AR STUMMADUR WAR AR BREZHONEG
A-bouez bras eo ar stummadur war ar brezhoneg. Alies n'o deus ket bet tro an danvez-skolaerien a grog gant o stummadur da heuliań un hentenn deskiń gouest da gas anezho betek al live brezhoneg a zo ezhomm evit reiń ur gelennadurezh liesdanvez er yezh-mań.
Ret eo kinnig a-hed an daou vloaz stummadur kentań ur plas bras d'ar c'helenn-mań neuze. 410 eurvezh war ar brezhoneg a vez roet e-pad ar stummadur diazez. Pouezus eo ivez reiń an digarez da gelennerien a zo o vont da gelenn danvezioł disheńvel e brezhoneg da gaout ur stummadur a gemer skouer war ar soubidigezh yezhel. Ar stummadur war an danvezioł hag an didaktelezh a vez roet evit un drederenn anezhań e brezhoneg. Mat e vo lakaat ar c'hementad-mań da greskiń hag evit en ober e ranko KELENN klask ar genlabourerien gouest da seveniń e raktres.
AR STUMMADUR PEDAGOGEL
Pal kentań KELENN eo reiń d'ar stajidi diazezoł pedagogel a sikouro anezho da zibab en o c'hlas ur bedagogiezh dre "an ober".
Met petra a ya d'ober ur bedagogiezh dre "an ober" ?
Dibab ur bedagogiezh dre an ober a zegas ar skolaer da frammań e glas evit sikour ar bugel d'ober, da zizoleiń e-unan ha da vezań mestr war an deskoni.
Met daoust hag-eń e vefe bet posupl da GELENN diouzh un tu kinnig d'ar stajidi kentelioł da lonkań hepken ha diouzh un tu all aliań anezho da zibab ur bedagogiezh dre an ober ?
An dra-mań 'vefe neuze heuliań ar c'hrennlavar :"gra ar pezh a vez lavaret ganin, met na rez ket ar pezh a vez graet ganin" !
Ar pal eo lakaat ar stajidi da vevań o stummadur war un doare oberiant, dezho da zizoleiń ar blijadur da labourat, e-barzh ur skipailh, ar blijadur da sevel raktresoł mestroniet ganto penn-da-benn. Aesoc'h 'vo dezho goude, pa vint e karg eus ar c'hlasad, kemer e kont plijadur hag emrenerezh ar vugale.
AR STUMMADUR WAR AR C'HELENN DIVYEZHEK
En ur zigeriń e skol gentań en 1977 en deus digoret DIWAN chanter an deskadurezh divyezhek e Breizh war un dro. Dister e oa an traoł war dachenn ar binvioł hag ar stummań. A-drugarez d'ar perzh a zo bet kemeret gant an holl re o deus kredet e-barzh ar raktres ez eus bet tu da welaat an anaoudegezh hag an implij eus ar soubidigezh. Evit kenderc'hel gant an hevelep hent e ranker derc'hel ar chanter digor bepred ha pinvidikaat anezhań gant disoc'hoł an enklaskoł, ar stummadur, an nevezadur. Ar gefridi-mań a rank bezań diazezet war un dro war stad an traoł e Breizh, er skolioł DIWAN dreist pep tra, ha war un anaoudegezh ledan eus ar c'helenn divyezhek e-lec'h ma vez dioutań.
Liesseurt eo kefridioł KELENN ha mont a reont alies dreist da dachenn ar stummadur evit mont etrezek hini an enklask.