Ur strategiezh : ar soubidigezh
Lakaet eo bet anat gant ar c'hlaskoù skiantel pegen pouezus eo kement
tra desket abred evit kaout anaoudegezhioù ha barregezhioù a-hed
ar bloavezhioù-skol. Bez' e vez ar bugel evit gwir en e greñvañ
evit deskiñ pa vez yaouank. Rak er bugaleaj abred e vez, evit ar
pep brasañ, diorroet an empenn hag an ampartiz speredel. Pinvidigezh
ha liesstumm ar broudoù diavaez o devo war-lerc'h ur roll pouezus
e gouestoni pep hini da dapout ha da ziorren anaoudegezhioù. Etre
0 ha 6 vloaz e gwirionez e tlefer degas dezho meur a dra da zeskiñ.
D'an oad-se e vez digor spered ar bugel; deskiñ a ra hep poan. Ar
pezh a zo gwir evit an danvezioù diazez a zo gwir ivez evit ar yezhoù.
Abred-tre neuze e rankfer deskiñ ur yezh all. Hag ar gwellañ tra
'vefe kregiñ ganti e diabarzh ar familh.
Kemer a raio an divyezhegezh abred ur stumm e-touez ar re-mañ :
- Tad/mamm (da skouer brezhoneg hepken gant an tad, galleg gant
ar vamm)
- Tud ar vugale/tud diavaez
- Tud ar vugale/skol-vamm
Gant ar c'helenn dre soubañ, kroget gantañ tregont vloaz 'zo e
Bro-Ganada, ez eus ur respont mat d'hor pal : krouiñ un divyezhegezh
abred en un endro yezhoniel (hon hini) m'eo e verk kentañ an digempouez
bras etre an div yezh. Implij ar brezhoneg hepken er skolioù betek
ar CE zo e bal reishaat an digempouez-se.
Desket 'vez an danvezioù diazez hep implijout ar galleg (hep treiñ
neuze), ar pezh a vefe diaesoc'h evit ar vugale ha didalvoud. Paradoks
ar soubidigezh eo : dont a reer da vezañ divyezhek dre an unyezhegezh.
N'eo ket pennreolenn ar soubidigezh kelenn ar yezh eviti-hec'h
unan; implijout anezhi evel benveg deskiñ e danvezioù liesseurt,
ne lâran ket. Ne vez ket desket ur yezh gant ur bugel ma ne oar
ket da betra e servij. Disheñvel 'vez e emzalc'h pa vez implijet
ar yezh evel benveg da bakañ anaoudegezhioù.
Ar merk all eus ar c'helenn dre soubañ a gas ur respont d'hor pal
a zivyezhegezh abred eo e stankter. Ma vez rebechet an diouer a
efedusted e kelenn ar yezhoù estren pe eilyezhoù, ez eo peogwir
e vez astennet ar c'helenn : nebeut a eurvezhioù e-pad 7 vloaz.
Met na faziomp ket : pal ar c'helenn-se n'eo ket kas an dud da vezañ
divyezhek ivez...
Merkoù ur strategiezh yezhoniel :
| 2 vloaz |
Skol vamm |
Yezh ar c'helenn |
Brezhoneg |
26e |
| 6 vloaz |
CP |
Yezh ar c'helenn |
Brezhoneg |
26e |
| 7 vloaz 1/2 |
CE |
Derou implij ar yezh ledetañ |
Brezhoneg
Galleg |
24e
2e |
| 10 vloaz |
CM2 |
Barregezhioù yezh ha skol a-live
en div yezh |
Brezhoneg
Galleg
|
17e
6e |
| 11 vloaz |
Skolaj 6vet |
Derou an trede yezh |
Saozneg |
6 k |
| 2 yezh kelenn |
Brezhoneg
Galleg |
22,5 k
6,5 k |
| 13 vloaz |
Skolaj 4vet |
An 3de yezh ac'h a da yezh kelenn
|
Saozneg
|
5,5 k
|
| Derou ar 4vet yezh |
Spagnoleg pe alamaneg |
4 k |
| 14 vloaz |
Skolaj 3de |
3 yezh kelenn
|
Brezhoneg
Galleg
Saozneg
|
18,5 k
8 k
6,5 k
|
| 4vet yezh dre gomz ha dre skrid |
Spagnoleg pe alamaneg |
4 k |