Degemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan BreizhDegemer e Diwan Breizh
Enklask 

Brezhoneg |  Franšais  
 D'ar yaou 28 a viz Eost - S. Elouan Kinnig |  Ar c'helenn |  Ar stummadur |  Pleustrek  
Takad an izili
Emezelañ
 
Mont e-barzh :
  Postel
  
  Ger tremen
   
Diwan Breizh
Kinnig

Ar c'helenn

Ar stummadur

Pleustrek

Nevezinti
Diwan Breizh

Ar skolio¨ :

Raktreso¨ ar skolio¨ nevez

Keleier an deiz
Mouchig-Dall

Bleu Breizh Izel

Radio e bzg


Kentelioù brezhoneg

















 
 AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar c'helenn

An eil derez  

E 1988 eo bet digoret kentañ Skolaj Diwan : ur c’hlasad 6vet, 8 skolajiad ennañ en ur ranndi e Brest… met abaoe eo diwanet brav Eil Derez Diwan. Hiziv ez eus 564 skolajiad skoliataet e 5 skolaj pe adskolaj ha 164 lisead (e Karaez). Gant an eilvet klas digoret e 94, ar c’hentañ e 95 hag ar c’hlas termen e 96 eo bet klokaet sistem Diwan betek dorioù ar skol-veur. E 1997 e voe tremenet ar vachelouriezh gant liseidi Diwan evit ar wech kentañ. Evit poent e kinnig al lise an 3 rann : L, S hag ES met emañ Diwan gant ar c’hoant digeriñ ar buanañ posubl un hentenn deknologel. Evel-just ez eus bet kemmoù degaset gant ar c’hresk hag e vo c’hoazh met chomet eo stag an eil derez ouzh reolennoù’zo.


AR YEZHOÙ

E brezhoneg :
E brezhoneg e vez kelennet an darn vrasañ eus an danvezioù (istor, geografiezh, skiantoù fizikel, skiantoù ar vuhez hag an douar, matematik, arzoù, sport, sonerezh...) met implijet e vez ivez ar galleg e-giz yezh deskiñ‚ latin, deskiñ-deskiñ, teknologiezh pe danvezioù all hervez raktres pep skolaj-lise).

Brezhoneg :
Un danvez ez eo ivez ar brezhoneg en Eil Derez (eus ar 6vet d’ar c’hlas termen), kelennet gant programmoù ispisial da z/Diwan e-keñver yezhadur, lennegezh, skridaozañ... hag obererezhioù a-bep seurt : levrioù embannet gant obererezhioù skolajidi Diwan (danevelloù, barzhonegoù, pezhioù-c’hoari...), priz al liseidi evit ur romant e brezhoneg, c’hoariva, radio, kleweled, kazetennoù...

Galleg :
Abaoe ma’z eus eus outo ez eo bet mat disoc’hoù ar priziañ e-penn kentañ ar 6vet klas. Eveljust ez eo e galleg e vez kelennet ar galleg e-giz danvez gant eurvezhioù ha programoù an Deskadurezh-Stad ha diskouez a ra an disoc’hoù Breved ha Bak e kendalc’h al live galleg da vezañ mat en eil derez. Ken mat eo live ur skolajiad pe ul lisead Diwan ha live ur skolajiad pe ul lisead heuliet gantañ studioù e galleg nemetken.

Yezhoù all :
E 6ved e vez kroget gant ar c’helenn saozneg, e 4re e vez roet an dibab etre alamaneg ha kastilhaneg hag en eilved e c’hell kregiñ al liseidi gant ar c’hastilhaneg, an alamaneg pe an arabeg. Klasket e vez implijout ar barregezhioù liammet gant an divyezhegezh evit kelenn ar yezhoù-se. Diazezet e vez ar c’hentelioù war ar c’helenn ER yezh studiet hag implijet e vez an tele, ar radio hag an eskemmoù evit tizhout ul live mat e-keñver kompren hag ezteurel.


RITM AR SKOL

50 munutenn e pad ar c’hentelioù er skolajoù evit ma chomfe ar skoljidi war evezh. Skañvaet e vez an danvezhioù gant oberennoù all kinniget e stumm kleuboù : skingomz, c’hoariva, sport, sonerezh, roller, dañs...
Evit poent e c’hell an holl skolajidi chom da gousket er skolaj div, teir pe peder gwech ar sizhun. Diouzh noz e vez kinniget prantadoù studi gant kasourien gouest da skoazellañ pa vez ezhomm hag implijet e vez ivez fin an endervezhioù evit kinnig ur vuhez diavaez-skol e brezhoneg : beilhadegoù, tournamantoù sport, pezhioù-c’hoari, prezegennoù, poull-riklañ, festoù-noz...


SKOLAJIDI HA LISEIDI OBERIANT HA STARTIJENN GANTO

O skolaj, o lise eo : gortoz a raent ar mare-se, mall warno, hag hiziv e vevont enno gant trivliad ha birvilh : kenstrivadegoù sport ha yezh, kemer perzh el labour bemdez, e kuzul ar Skolaj pe al Lise, emvodoù-klas bep sizhun gant ar penngelenner, bodadoù labour...


UR SKIPAILH PEDAGOGEL HA DESEVEL

Kement-mañ ne c’hellfe ket bezañ kaset da benn hep ar skipailhoù kelenn : kelennerien ha kasourien dezho ar memes palioù, ar memes rakprederioù, o labourat asambles. Er skolaj hag el lise, e labour ar gasourien hag ar gelennerien – a-wechoù e ra an eil re evit ar re all – asambles, er memes skipailh, evit ma ne vefe troc’h ebet etre ar vuhez pemdez hag ar c’helenn.
Ingal e vez bodet ar skipailhoù evit ober ar poent ha sevel raktresoù desevel pe bedagogel. Gant an emvodoù-se ez eus bet divizet pe beurgempennet doareoù da skoazellañ ar skolidi e-keñver ar c’helenn (kentelioù deskiñ-deskiñ eveljust, met ivez penaos heuliañ pep hini, tutorelezh, an hentañ micherel, an emzalc’h hag all)... Teir gwech ar bloaz e vez bodet kuzul pedagogiezh an Eil Derez ( ennañ renerien, penngasourien ha dileuri ar skolajoù hag al lise) a gas ar preder war-raok hag a gemer divizoù evit an Eil Derez a-bezh.


DIAZEZ RAKTRES PEDAGOGIEZH EIL DEREZ DIWAN

- Reiñ un deskadurezh e brezhoneg par ha par skiantel ha lennegel
- Bezañ ul lec'h bevañ, deskiñ, daremprediñ... e brezhoneg
- Kas ar skolajidi war-zu an emrenerezh, ar vuhez a-stroll, broudañ o intrudu...
- Digeriñ ar skolajidi war ar bed-holl
- Lakaat an holl da dennañ ar gwellañ gounid eus o barregezhioù ha donezonoù hiniennel evito o-unan hag evit mad an holl.

SKOLAJ
DOAREOÙ
(skouerioù)
LISE
BREZHONEG
- Bezañ gouest d'ober gant ar brezhoneg : da vevañ e brezhoneg, da grouiñ, dizoleiñ
- Ober o studioù e brezhoneg ha dont da vezañ brezhonegerien
- Bevañ e brezhoneg
- Studiañ e brezhoneg
- Ober e brezhoneg
- Krouiñ e brezhoneg
- C’hoari e brezhoneg ha kaout plijadur
- Daremprediñ brezhonegerien (c’hoariva, c’hoarioù)
- Ober gant ar brezhoneg
- Dizoleiñ sevenadur Breizh dre ar brezhoneg
- Digeriñ war bed brezhonek deroù an 21vet dre ar c'hazetennerezh hag ar c'hleweled
- Digeriñ dre ar brezhoneg dorioù ar micherioù
DANVEZIOÙ SKIANTEL
- Kaout gouiziegezh war ar bed skiantel hag an ekologiezh
- Kregiñ gant un hentenn skiantel
- Kaout ur sell hollek war bed ar skiantoù
- Deskiñ dre ar brezhoneg
- Kompren ha deskiñ dre arnodiñ
- Resisaat an danvez
- Implij an hentenn skiantel
YEZHOÙ ESTREN
- Deskiñ ar yezh
- Dizoleiñ ar vro
- Klask soubañ er yezh
- Kentelioù yezh
- Eskemmoù lizhiri gant broioù divyezhek
- Beajoù eskemm o liammañ meur a zanvez
- radio, tele, tud pedet...
- Bezañ e darempred gant pobloù Europa
- Bezañ digor war ar sevenadurioù estren
- Bezañ emskiant eus ar yezhoù bihan
- Kaout ur preder war ar yezh dre ar yezhadur
E saozneg : Kaout ar First Certificate
DOAREOÙ BEZAÑ
- Mont war-zu an emrenerezh e-keñver buhez a-stroll, labour, soñjoù...
- Deskiñ bevañ a-stroll
- Doujañ ouzh an endro hag an dud
- Bezañ digor war ar bed holl
- Kaout ur spered skipailh ha kenskoazell
- Darempredoù gant ar stroll kelenn
- Kemer perzh e buhez ar Skolaj e-keñver mont-en-dro boutin, divizoù...
- Kargoù resis
- Emvodoù-klas
- Dilenn dileuridi
- Mont da zileuriad
- Kannaded e kuzulioù-klas, kuzulioù-skolaj...
Lise :
- Kaout 2 gannad e Kendalc'h DIWAN
- Gellet bezañ ezel eus kevredigezhioù zo : DAZONT, DIWAN...
- Bezañ emren e-keñver : soñjoù, buhez a-stroll
- Kaout intrudu
- Bezañ gouest da gas raktresoù da benn
- Bevañ a-stroll
KENLUSKAÑ
- Reiñ da bep hini an tuioù, ar binvioù da zont a benn
- Skoazellañ en un doare hollek hag hiniennel
- Kuzulioù-klas
- Kenskoazell
- Prantadoù hentet-evezhiet
- Hentañ
- Kentelioù skoazell
- Deskiñ-deskiñ
- Kas an holl da live ar vachelouriezh, ar First Certificate
MICHERIOÙ
- Dizoleiñ bed ar micherioù - Prezegennoù, darempredoù...
- Staj 3de klas
- Prantadoù deskiñ-deskiñ (Skolaj)
- Prantadoù henchañ micherel (Lise)
- Anavezout gwelloc'h ar micherioù ha sevel pep a raktres hiniennel
- Dizoleiñ danvez micherel dre ar c'hazetennerezh, ar c'hleweled, an treiñ
SEVENADUR
- Kaout krog war Sevenadur Breizh, Sevenadur Europa, Sevenadur ar Bed - Lennegezh c'halleg
- Lennegezh vrezhoneg
- Lennegezh Breizh
- Lennegezh Europa
- ...
- Raktresoù arzel : c'hoariva, dañsoù, sonerezh, livañ
- Istor-Geografiezh Breizh
- Istor-Geografiezh Europa
- Istor-Geografiezh ar Bed
- Kazetennerezh
- Kleweled
- Anavezout gwelloc'h sevenadurioù Breizh, Europa hag ar Bed
SPORT
- Diorren barregezhioù en un doare hollek (korf ha personelezh)
- Degas dre ar skiant-prenet an ampartizoù hag ar gouiziegezhioù a denn d'ar sportoù pe d'an doareoù da zaremprediñ dre ar c'horf
- Deskiñ doujañ d'e gorf hag intent outañ ingal
- Dre ar gouren
- Sportoù a-bep seurt (aozadur, orin, perzhioù goulennet
digant ar c'horf...)
- Kompren, doujañ d'ar reolennoù
- Dic'hourdañ, diskuizhañ
- Mont pelloc'h gant palioù ar skolaj
- Henchañ gwelloc'h labour pep hini : er skipailh, ar gourdoniñ


WebMaster  | Degemer  | Enklask 
Copyright © 2001 Diwan Breizh. Pep gwir miret strizh.