|
|
|
| | AMAÑ EMAOC'H > Degemer > Ar c'helenn
Respontoł d'ho koulennoł

- Ha n'eo ket a-enep natur skoliata ur
bugel ma n'eo ket ar brezhoneg yezh e familh ?
Muioc'h eget 70% eus tadoł ha mammoł bugale Diwan n'int ket brezhonegerien.
Divyezhek e teu an holl vugale-se da vezań koulskoude. Naturel
eo evit ur bugel ober gant div yezh. N'eo ket dinatureloc'h sevel
ur bugel e div yezh eget e lakaat da zeskiń seniń piano .....
zoken ma n'eus ket muzikerien eus e dud.
- Bezań divyezhek ? Ya, met abalamour
da betra e brezhoneg ?
Abalamour m'eo ar brezhoneg ul lodenn eus an endro, ar sevenadur
en-dro d'ar bugel. Dre ober bemdez gant div yezh, e c'heller keńveriań,
sevel goulennoł ha kompren mat reolennoł sevel ur yezh. Kement-mań
zo efedus-tre evit deskiń un teirvet hag ur pedervet yezh er skolaj.
- Ha tu zo din enskrivań ma bugel e Diwan
hag eń bet er skol-vamm e galleg ?
Posupl eo, ya, gant ma vo taolet pled ouzh traoł 'zo. Komzit gant
ar skolaer.
- Petra 'c'hoarvezo ma 'z a kuit ar familh
d'ur vro all ?
Ma vez diskroget eus ar skol e derou ar c'hentań derez, e c'hell
ur bugel kaout kudennoł evit ar galleg e-pad ur pennad. Diskoulmet
'vo an traoł buan a-walc'h dre gaozeal gant ar skolaer nevez hag
heuliań mat ho pugel.
- Ha ne vo ket mesket an div yezh gant
ma bugel ?
A-wechoł 'vo. Gouzout a raio ar bugel avat, muioc'h eget ar re
all, ez eo ket tidel arouezioł ar yezh (sellet ouzh prezegenn
C. Hagčge). Kompren a raio (ar pezh na ra ket kalz a dud unyezhek
en oad) n'eus keńver naturel ebet etre, lakomp, ar ger " maison
" hag an dra (ti), a c'heller envel kenkoulz " ti ", " house ",
pe " Haus ". Dre ar strivoł a raio evit chom hep meskań an div
yezh, e vo aesoc'h dezhań deskiń yezhoł all. Pa savo ur goulenn
en ho penn, n'ho pezit ket aon da gaozeal gant ar skolaer.
- Daoust-hag-eń en devo ma bugel diaesterioł
e galleg ?
Diskouezet 'vez ar c'hontrol gant ar priziadurioł e bro-Frańs
a-bezh (CE2 ha 6vet): dre vras e vez uheloc'h disoc'hoł bugale
ar skolioł Diwan eget keidenn Bro-Frańs.
- Ha ne vo ket diaes d'am bugel en em
lakaat gant bugale unyezhek ?
Evel-just, e klasko daremprediń bugale e glasad. Lorc'h 'vo ennań
o c'houzout ober gant div yezh; n'en em santo ket disheńvel avat
diouzh bugale e garter ma 'z aio ganto d'ar poull-neuial, da zeskiń
sonerezh...
- Ha ne vo ket desket gant ma bugel brezhoneg
betek re ?
Kontomp asambles war ur sizhunvezh : 7 devezh 24e = 168e, en o
zouesk 70e kousk, chom a ra 98e. 26e er skol (brezhoneg met galleg
ivez er 1ań derez), 72e gant ar familh, ar vignoned, h.a. e galleg
alies-tre). Da lavaret eo 25% pe 30% eus an amzer (er-maez ar
c'housk) e brezhoneg.
- N'omp ket brezhonegerien. Ha tu 'vo
dimp heuliań hor bugel er 1ań derez ?
Ya, diskouezet 'vez dre skiant-prenet. Bevet 'vez kement-mań er
skolioł gant tadoł ha mammoł all. Posupl e vo dezho komz ganeoc'h.
Alioł a c'hallot kaout digant ar skolaerien. Prantadoł studi diouzh
an noz a zo e skolioł 'zo. Goulennit digant an AEP. Ouzhpenn-se,
e c'houlennit strivoł digant ho pugel, strivoł diouzh ho tu zo
d'ober ivez. Talvezout a ra ar boan ha neuze e welo ho pugel ez
oc'h troet da vat gant ar choaz ho peus graet.
A-benn nebeut e klevoc'h ho pugel o komz en ur yezh n'ho po ket
degaset dezhań, hag eń mont war-raok ken na viot souezhet. Kendrec'het
e viot da vezań bet dibabet mat neuze.
| |
|